Anjela Duval  
Em Digenvez

Em Digenvez

 

Aotrou ! Prennet hoc’h eus va c’harc’har

Gant alc’houez ar c’hleńved.

Va bac’het hoc’h eus en digenvez

Hag er boan, hag er baourentez.

Em noz teńval, em estrenvan yen

N’am eus d’am sklęrijennań

Tra ken ’met ar c’houlaouennig-se

O teviń sioul em diabarzh

Ar c’houlaouennig-se bet enaouet gwechall

Ouzh flamm ho kleuzeur…

            Deut zo ’velkent ur c’hariad

            D’am frealziń gant e vezańs

            Da barań dre doull an alc’houez

            E lagad war va hini.

            Ha skinań rae ’vel un Heol

            Ma sklaerias va c’harc’har,

            Ma tommas va c’halon

            Ma ’n em lakis da ganań

            Da c’hortoz Heol ar Beure

            Heol ar Frankiz

            Peurbadel.

 

15 a viz Here 1964

 

"O welat he falc'h (1968). "" Ul labour gwaz eo. Ret eo din en ober peogwir on ma-unan. """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů