Anjela Duval  
Chandelour 1981

Chandelour 1981

Pedenn

 

Itron Varia Chandelour. Itron ar Sklźrijenn

Ur sell a Druez m’ho ped

War vugale ar Vretoned

Dallet dezho o spered

Gant drouk-ijin ar C’hallaoued

Graet outo treid avaloł-put

Ret o imboudań gant ur Ouenn all

A-benn o lakat da dalvezout

Itron Varia ! ur bann sklźrijenn

War o spered en anv Doue !

War va daoulin me ho ped.

Kent ma vo aet ar Ouenn da get

Digorit dezho o daoulagad

Ma kellido an Had e don o c’halonoł yaouank

Ma savo e peultrin pep hini

Ar Blantenn c’hlan-se anvet Karantez-Vro

Ken kaer he bleunioł. Ken nerzhus he frouezh

A, Itron Varia ’r Sklźrijenn. Hiziv Gouel ar Gouloł

N’o lezit ket en Deńvalijenn

M’emaint enni war var da ’n em goll

— Truez ouzh bugale ar Vretoned

Truez ouzh hor Mamm-Vro Breizh !

 

2 a viz C’hwevrer 1981

 

He c'hambr, a dalveze ivez da sal a enor a-wechoł.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł