Anjela Duval  
Ar plad-tufañ

Ar plad-tufañ

 

Ha bete Vitam Eternam

’Vezin-me kondaonet

Da zerc’hel ar plad-tufañ

Dindan c’henoù kement diod

A zeuy da vabouziñ hep aotre

En ti-mañ savet gant va zad ?

Daoust ha me zo em c’harg

Adplantañ e klopenn pep azen

Eo e zlead hinnoal

Evel ma rae e lignez

Ha deskiñ e ziskennidi

D’ober hevelep ?

Nag un drugar divizout

Gant ar gwir Vreizhiz

Nag un drugar merzout

Al lorc’h, ar Valc’hded

A zo e kalon ar yaouankiz

O deus bet an Eurvad

Da gaout kerent emskiantek

O deus lezet ganto

Kaerañ hêrezh ar bed bev

Yezh ha sevenadur ar ouenn.

Nag ur c’halvar en enep

Displegañ e galleg

(N’eo ket va yezh)

Da dud va bro, va c’hontre

Ar gwirionezoù kalet

O laka alies da feukañ

Dre m’eo lazhet enno

Ar spered kelt.

 

[1980 ?]

 

Gant he zad hag he mamm (1927),
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù