Anjela Duval  
Lec’h va c’havell

Lec’h va c’havell

 

Lec’h va c’havell zo va rouantelezhig

            Ganet on bet un deiz

            Ma vleunie ar roz-kamm

            Ganet on war ar maez

            Ganet on en un atant

            War zouar glad lignez va mamm

            En Treger e Bro-Vreizh

            Ganet d’an nevez-hańv

            Da goulz an neizhoů blot

            E gwasked an iliav hag ar man

            Da goulz an ebeulien hag an ein nevez

            O fringal er peurvan

            Ma vourr ar saout-laezh

            Peuriń glas ar gwrimennoů

            Ma krog ar ran da ganań er poull-gor

            Ar charreter da stlakań e skourjez

            ’N ur c’hwistellat da heul e denn

            O respont d’ar voualc’h beg melen.

            An Natur o prientiń an Hańv

            O tigeriń he divrec’h d’an Heol

            Ha da sklęrijenn nevez amzer Bask.

            ’Vel pa vije bet pep tra ouzh va gortoz

            Me bihanig, tra ken dister.

            Ar pezh, kredapl, zo bet pennkaoz

            Ma karan kement va c’horn-Bro

            Ma n’em eus gallet morse

            Lavarout dezhań Kenavo.

            Chomet ken stag eus va sitre

            ’Vel ouzh ar roc’h ar Vrennikenn

            Va zraonienn c’hlas dudius

            Dastroc’het gant al Leger du

            Gronnet gant tosenn Runavin

            Keravel, Kerouel ha Keriel.

            Ma tasson enni ken koant

            Kleier sklintin tourig Tregrom…

            Ha treid ponner ar Gazeg-du

            O treizhań deiz ha noz

            Tud eus a Vrest da Bariz

            Pariz-Sodome an islonk marlonk

            Na zislonk he freizh nemet da vare an dorifor

Evit adlonkań he dislonkadur bep bloaz d’ar « Rentrée »

 

                3 a viz Here 1980

 

Anjela war gein he c'hazeg !
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů