1980
Bloavezh ar Glad
Bet zo Bloavezh ar Vaouez
Bloavezh ar Bugel
Bloavezh ar Wezenn, ha me ’oar ?
Hiziv a zo kaoz eus Bloavezh ar Glad
— Daoust hag ur ster en deus c’hoazh ar ger ?
Dispennet. Didammet. Saotret ha gwallet
Gant viruzennoù an Araokaat
Gant terzhienn gontammus ar Modernaat
… Glad ar re Vev o treiñ da Sahara
Glad ar re Varv troet e Parking
Douar santel en-dro d’an Iliz-parrez
Ma krede hor re Dremenet
Repoz e Peoc’h betek ar Varn diwezhañ
E Traonienn Jozafat.
Difoñset, divorc’hed gant ar Bulloù-dir.
Barrleun eo ar Skolioù-meur
Ha goullo an Ilizoù
Ar Presbitoeroù en ekan
— Gant o gwerzh ’vo savet salioù-dañs-
Stouvet an hentoù treuz
A gase eus an eil Tiegezh d’egile.
Savet avat otostraedoù
— Na gasont nemet d’an Harlu —
Ar Babigoù er Skolioù-mamm
Ar C’hozhiad en Ospis
Ar Yaouankizoù el Liseoù
Ac’hane d’an Arme. Pe
d’ar Polis
Ar c’hontamm kimiek ’n hor Parkeier
Ha bevet ar Mekanikoù !
Hag an Empennoù Elektronek !
Da c’hortoz an Ijinadenn-Veur ?
An Ene Elektronek !!!
—
Hag out anvet
Bloavezh ar Glad, 1980 ? —
2 a viz Eost 1980