… Tan
Glaou ? Fuel ? Lestrisite
? Ne vern, gant ’vo ket koad.
Ar c’hoad ? Gwell na vefe tamm
Eme ur genoù ledan.
A skubas e holl gleuzioù
A reas eus e barkoù
Ur
sahara rivinus
Ma
tisec’h ennañ al loened
eus
o sav, suilhet o gwad.
Ma tisec’h ennañ an Eost
Kent
Gouel-Yann.
M’eo touzet
pep peurvan treut
Gant ar
c’honikled, graet gante o ribouloù
Dindan ar
bernioù koad o vreinañ
E korn ar
gwaremmoù
Ha tommet an ti, evel e kêr !!!
Gant fuel, pe gant tredan
Ha
taolet boued kriz
Da
loened traoñ ar porzh
Evel d’ar moc’h gouez eus amzer Asterisk
Ret
heuilh giz-kêr c’hwi ’oar !
Pe chom Plouk betek fin ar Bed !
9 a viz Meurzh 1980