Dienez
C’hwezhet he deus an avel
vras
E-pad tri deiz ;
Darnijet eo an delioů
kras
A bep kostez.
Hirvoudet ’deus ar gwez tilh bras,
Ha noz ha deiz !…
Ouzh o c’hlevet am boa siwazh,
Anken em c’hreiz…
O c’han diwezhań ’deus kanet,
Barnet d’ar marv !
Troc’het ’vezint ’greiz o yec’hed :
Tonkadur
garv…
Barnet d’ar marv, ’vel un
trubard !
Petra ’deus graet ?
Nebeut a droug ha kalz a
vad…
’Vel-se ’mań ’r bed !
« Un daolenn goant ’oa o
begoů
War an dremmwel
Hag un dudi ’oa o boubou
Hag o brańsell.
Disheoliń ’raent va leur
en hańv
Gant o delioů
Ha goudoriń ’pad ar goańv
Va zoennoů. »
— Disabrań ’r park gant o
gwrizioů
’Raent un nebeud,
Ha skort ’vije an trevadoů
E-barzh ’n o skeud.
— Petra zo kaoz neuze d’o marv ?
— Va dienez !…
Rak bezań paour ned eo ket brav,
En gwirionez !
— Krakvevań ’ran ’lec’h m’on ganet,
Gant kalz a boan :
Krapennoů sonn, douar skrilhed :
Gounid bihan !
Frejoů da gaout, ret arc’hantiń
Ha ret klask gwerzh
Da gement ’c’hellan dioueriń.
Nag a aberzh !
Ret din dresań va
c’houmanant,
Va lojeiz kozh,
Pe lezel da vont en
dismantr
Tra va zud-kozh.
— Hag evit sikour deus ar
reuz,
Eo ret gwerzhań
Ar gwez-tilh bras ; n’eo
ket hep keuz !
Met ’vel-se ’mań…
Ha va zrubuilh n’eo ket,
siwazh,
Echu ganin.
Pa welo « Kęriz » ar
c’hleuń noazh !
Petra
’glevin ?
Lavarout ’ray din ar familh :
—
Tant’ Anjela !
Petra ’c’h eus graet eus
ho kwez tilh ?
O ! memes tra !…
Ur « salon d’été » ’oa ho
porzh.
’Skeud ar gwez kaer !…
Eus va diouer ne reont
forzh !
Hag en aner
’Diskouezin dezho ’n
toennoů
Adgraet a-bezh…
Rak hini ’nę ne gompreno
Va zamm buhez !
Ar C’hozhvarc’had,
15 a viz Genver 1962