Dour ha…
Dour kęr ! Dour al Leger !
Bet o walc’hiń o r…r
D’an alouberien estren
O « Résidences
secondaires »
Dour lastez. Dour flaer
Dour g…c’h ar water
Dour silet ha verdunizet
Bac’het en tuellennoů
plom
Dour yen ha dour tomm
Er sal-dour. War an dar
E kraou ar moc’h. E klud ar yar
Hag e poutouarn ar soubenn…
Ar puńs ? Ar feunteun ?
Se ’oa mat gwechall…
Ret eo evoluiń, modernizań
Ne vern pegement e koust
Ret ober ’vel tud kęr
Pe chom plouk betek fin ar Bed !
9 a viz Meurzh 1980