Anjela Duval  
An Den Kozh

An Den Kozh

 

Ken flour hag ur rozenn

Ez eo chomet e zremm

Kurunennet e benn

Gant e vlev du-ha-gwenn

Krommet un tamm e choug

Hag an dilhad a zoug

Zo dezhañ kalz re vras

Met bepred eo ur gwaz

Sklaer e lagad. Lemm e selloù

A-dreñv e lunedoù

Mousfent en e vousc’hoarzh

Hag e c’hoarzh zo ur marzh

Ponnerglev un nebeud

E barlant bepred reut

E varn zo atav reizh

Yac’h e galon ’n e greiz

E garantez berv

Ouzh e Yezh. Ouzh e Vro

Ar Breizhad Kozh !

 

2 a viz Kerzu 1979

 

 

Loened ar feurm.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù