Dic’hoanag
Dańvadez kozh a garen
Dous ha dońv ha dinoaz
Feal evel ur c’hi. O rodal ’dro d’an ti.
Pet ha pet oan bihan ac’h eus-te roet din ?
Ha da c’hloan d’am gwiskań !
Keuz am eus — Met petra ’sońjez ouzhin ?
Daoust hag e kav dit
Eo abalamour d’az oad
Ha d’az treid kizidik am eus da werzhet ?
El lavarout a ran. Ha va c’hrediń a reer…
Kaletoc’h, siwazh, ar wirionez !
Netra all n’hellen dioueret.
Netra mui da arc’hantiń…
An arc’hant-se ne vez
morse a-walc’h outań
Start eo ’velkent ar vuhez-mań
Mezhus !
Abaoe m’on o tougen ar vourell
Hep taol laosk ebet. Hep
ehan
Brevet va holl gigennoů.
Pleget va choug gant ar sammoů.
Goapaet ha tremenet da leue
Dre m’on bet atav re onest
Ha dre m’eo Tonkadur ar
c’houer
Bezań aberzhet da vagań ar Bed.
Evit netra…
Ur wech an amzer e krog en e forc’h houarn
Ar c’houer kozh.
Emań, emezań, o vont d’he flantań e kof an aotrounez,
An aotrounez-se a ra ur briz ken izel d’e boan, ur briz ken izel
d’e varc’hadourezh.
Met setu :
Re skuizh eo gant al labour.
Re faezh eo gant an dic’hoanag,
Evit mont penn-da-benn, evit mont pelloc’h.
Hag e adplant adarre e forc’h
En e vern teil…
10 a viz Du 1964