Anjela Duval  
Ur bugel a zo ganet

Ur bugel a zo ganet

 

Da Olivier Falher

Bennozh an Neńv warnout

            Olivier ! Olier ? Olierig ?

Un nerzh nevez zo deut d’az heul

E sev gwanaet ar wezenn gozh.

— Ra vo bolantez an Aotrou

A vleunio da anv gwelevus ha glan.

Ludu an Tadoů-Kozh e don o bez

O deus tridet gant al Levenez

P’eo bet laket dit da anv-badez

O anv familh aet da get

Dre wall ar brezel kriz-se

’Oa koustet o buhez yaouank

Da zaou c’hant hanter-kant mil

Soudard Breizhad… Peoc’h d’o Ene.

— Olier ! Gant gras Doue

Ra vi ur Bugel a Sklęrijenn

Ur Bugel a Beoc’h. Un Den

Barrek d’ober Enor d’an Denelezh

 

1ań a viz Here 1979

 

 

He c'hambr, a dalveze ivez da sal a enor a-wechoů.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů