A
Galon hag a Spered
Derc’hent ar prosez
Pediń. Gouelań. Memoriń…
Na hir eo bet ar Sul-mań !
Heklevioů eus ar birc’hirinded
Breizhiz o komz du-hont e Massabiella.
Ar skingomz o strewiń keleier
Divizoů war ar Filmoů nevez
A vare da vare darvoudoů…
Petra
’vo fenoz ?
Gant
petra ’vo graet arc’hoazh ?
Tud zo en noz-mań
A glasko en aner an hun
Pe a ray gwallhunvreoů…
Dirak Lez-varn ar Vistri
— Oaned dirak bleizi —
Pemp warn-ugent tamallad
Difennerien Enor ha Buhez Breizh
A vo dismegańset dirak ar Bobl
Ar Bobl-se mouget hec’h Emskiant
Gant Skol, Radio, Tele ha media ar Gall
Ha hudurniezh o filmoů, o romantoů.
Va breudeur yaouank karet
Em c’halon ho tougan, holl ha pep hini
Dic’houest
on d’ober netra
Nemet
pediń hag aspediń
Sant
Erwan Helouri
Da vezań kuzulier hoc’h advokaded
Ha Yann-Vari Perrot ha Yann-Kael
D’aweniń ho Parnerien.
Diwar an daouzek mil Breizhad
O deus pedet du-hont er bloaz-mań
Dirak ar Vamm
a Druez
Pet o deus bet sońj ouzhoc’h, breudeur ?
Daouzek mil o deus kavet amzer hag arc’hant
Da vont da birc’hirinań da bell-bro
Daoust d’an nevedoů diniver
e Breizh
Gouestlet
d’an Itron Varia !
Met pet a gavo arc’hant hag amzer
Da vont d’ho harpań el Lez-varn ?
C’hwi
ar re a zo hon harozed
C’hwi hag hoc’h eus roet hep damant
Al lańs d’ar Stourm evit
ar Frankiz
Ar stourm evit ar Gwir hag
ar Reizh.
Ronan. Erwan. Yann. Lionel.
Padraig
Hag ho preudeur er stourm
Itron Varia Vreizh. Ho
sent paeroned
Hor merzherien Yann-Vari ha Yann-Kael
Hag an holl re all d’ho tiwall
D’ho tiwall eus skilfoů ar bleizi
A glask ho tispenn, ho trailhań
Ho tizenoriń. Ha dizenoriń Breizh !
Breizhiz : ar plouked, ar Bekasined
Ar chaokerien peilhast
patatez.
Nag e karfen ’vefe hir va brec’h
Pe beg va botez koad !
O sent kozh va Bro dalc’hit m’ho ped
An unvaniezh sakr etre hor Stourmerien
An unvaniezh a ro nerzh
Nerzh korf ha nerzh spered
Da stourm evit Doue ha Breizh
Hor
Yezh hag hor Feiz.
16 a viz Gwengolo 1979