18 a Vae 79
Deiz va Fask kentań oa e
1916 !
Dar Yaou en em gave 63 bloaz zo abaoe
Kaerań devezh va Buhez !
Nag e karfen distreiń war va giz, dan amzer vinniget-se !
Pet a chom choazh eus ar
re oa en-dro din
en deiz-se ? Pet
eus va oad zo bev choazh :
Sisil marv dhe 22 vloaz
Rosalie marvet trumm goude un oberatadenn
Leonie seizet hech izili pell-pell zo
Emilie aet da Ankoł. Yvona hag ar re all ?
Tad ha mamm, maeronez, mamm-gozh.
Kerent, amezeien, mignoned
Muioch anezho dindan an douar eget
war chorre. Peoch do
ene
Na kaer oa an amzer en deiz-se a Vae
Na kaer hon Ene
Ni bugale ar skol gristen
Maget aketus gant Katekiz ha Pedennoł
E Yezh santel hor Bro.
Na koantik oamp-ni gwisket a nevez-flamm
Gant robennoł plińset ha pasimantet
Hor botoł-lźr kentań Echu dar galochoł
Hon togoł warno bleunioł an nevez-hańv
Hor seizennoł gwenn, glas, pe roz
War hor plańsonennoł (kribet stank).
Chapeled. Levr oferenn. Levr kantik, holl-nevez !
Na kaer an oferenn, nag a gantol war elum !
Na kaer ar chan gant ar seurezed
Na kaer an Dimezell Yvonn hor mestrez-skol
Evel mouezhioł Aelez er Chantele !
An akt a gońsekrasion lennet ganimp
hon-teir, Leonie, Rosalie
ha me.
Krediń a rae dimp e gwirionez e oa
an Itron Varia Rozera o vouschoarzhin dimp.
Ar prosesion goude, tro-bourk, hag ar
bara-gwenn fresk amanennet e liorzh
ar
presbital. Un dudi.
Hag ar pred-banvez-se da greisteiz
Mhon doa ouzh taol ar plas a Enor
E-kreiz hon cherent nesań, hag ar
vignoned vrasań.
Ma pare warnomp lagad hon zud
Gant un doujańs hag ur Garantez
Difer eus an devezhioł all.
Devezh a zevosion ! Kaerat devezh !
Merket da viken em chreiz
E Veurded hag e Zudi
18 a viz Mae 1979