Anjela Duval  
Devezhioł koun en Ebrel

Devezhioł koun en Ebrel

 

Dec’h Sul ar Basion, kentań Ebrel

Dour ha fankigell. Glav hag avel

Rividik an dud. Morgousket an douar

Abaf al laboused, dic’hoanaget

Gant ur goańv ken hir, ken kriz

Nag ur rozenn-gamm, nag ur boked-laezh

Na steredenn velen er wrimenn,

Raden kozh flastret, drez treudet

Dour poulladet er parkoł, er pradoł skaotet

Na bisoł-mareńv, na bisoł-haleg

’Sav ket ar sev d’ar brońsoł

Ne vleugn ket ar beuz kennebeut

Ha Sul ar Beuz disul.

Ha va deiz-ha-bloaz warc’hoazh

Ganet ’oan-me d’an Nevez-Hańv

Da Lun ar C’hazimodo, an dri a Ebrel

Ha kanań ’rae dija ar goukoug

Hervez ma zo bet din lavaret

Ha ’n em intent ’rae d’ar c’houlz-se

An orolaj hag an Heol,

An Douar hag an Neńv

 

Ebrel 1979

 

Anjela da c'hwezek vloaz (1921).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł