Anjela Duval  
Ha bremañ

Ha bremañ ?

Na kazeg nag eal

Na buoc’h na leue

Na dañvad na menn

Na yar nag evn

Na kog da ganañ

Da c’houloù-deiz

Na doc’h ebet gwisket e seiz

Na koulin e foulin

Lufr ha dous ha klouar

Aet int an eil war-lerc’h egile

Gant un tamm eus va c’halon

Da heul pep hini…

Marv Fousou. Marv Fido

Marv Stourm ha Pigoù

Kollet Kaval, e pelec’h ?

Kollet Ailil mab Lydaw…

Chom ’ra Fionn hag he bugale

Hag ar gazhez kozh

Liv da vanniel Breizh…

Poan dezho o trec’hiñ

War al logod hag ar razhed

O korfata va diwezhañ eost

Ha bremañ : tro an traoù divuhez

Benvegoù. Beselloù. Ostilhoù

Ar Podfer bras a gant litrad

A garge an hanter eus an oaled

Aet eo ivez d’e dro.

Hag ar plouz. Hag ar foenn ?

Emaint aet en teil.

Ar bete, ar pato aet e yod…

Labour ar glav hag ar skorn.

            Goullo ar c’hrevier

            Goullo al leur

            Goullo an oaled

            Dismantret pep tra

            Dor ebet mui

            Ar glav o treuziñ an toennoù

            An drez o wriat ar c’haeoù

            Ar spern-du oc’h aloubiñ

            Pep kleuz. Pep lanneg lann-pil.

            Ar gwez o vont e gouezoni.

An toulloù-kirri distouv

            An hentoù-kirri stouvet.

            Ar prad o treiñ e bouilhenn

            Ar verjez e strouezheg

            Al liorzh e linadeg.

            — Piv tamall ?

            — Tri balevarzh-kantved, war-nes

            Eo padet va stourm.

            — Ha stourm va rummad —

            Gourc’hemenn an Aotrou eo : Stourm

            Met ne bromet ket an Trec’h atav.

            — Pe mallozh ’ta zo kouezhet

                        War hor Bro ?

                        War hon Lignez ?

                        War hor Gouenn ?

                        — An arallekadur ?

                        Ar Burtul gall !

                        Evet eo gantañ

                        Gwad ar Breizhad…

            Dinerzh. Digalon. Diyoul. Hualet…

                        Dirak al labour ramz : an adsav !

                                   An adsav ?

            — Youl en empenn. Nerzh en divrec’h

                                   Feiz er Galon

                        Ha Doue a-du ganeomp.

                                               Ra vezo.

 

Goañv 1979

 

He c'hambr, a dalveze ivez da sal a enor a-wechoù.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù