†
Tekla
Pelec’h out bremań Tekla ?
Pelec’h emań da Ene ?
Da gorf sklaset ha disliv
Zo c’hoazh en tu-mań d’ar bez.
Arc’hoazh ’vezi diskennet e kalon an douar
Te va c’hoar a boan er Bed-mań…
Tri devezh hepken out bet va c’heneilez
Amań er c’hwec’hvet estaj
Etre an Neńv hag an douar.
Amzer da gontań hor Buhez
Ken heńvel e meur a stumm
Hon oad, hon micher, hon digenvez,
Ha sede goude ur gwall nozvezh
Ur berr a dremenvan
A-boan amzer ur Bater…
Hag aet da Ene davet an Aotrou
Davet da Gerent, da Gendadoů.
E Levenez ar Beurbadelezh
Spi am eus.
Joa d’ez Anaon
Tekla
Da viken. Amen.
[Kerzu 1978]