Anjela Duval  
Evel-se ímaŮ Er bed-maŮ

Evel-se ímaŮ Er bed-maŮ !

 

††††††††††††††††††††††† Bezí zo tud dilabour

††††††††††††††††††††††† Hag a venn bout acíhubet

††††††††††††††††††††††† Bezí zo tud o klask labour

††††††††††††††††††††††† Hag o pediŮ Doue na gavfent ket.

††††††††††††††††††††††† Bezí zo tud o deus re a labour

††††††††††††††††††††††† Tud brevet gant al labour

††††††††††††††††††††††† Ha ne gavont den dío sikour

††††††††††† Bezí zo tud nío deus morse re a labour

††††††††††††††††††††††† Ha ne rofent ket un devezh labour

††††††††††††††††††††††† Da cíhounit díun den dilabour.

††††††††††† Bezí zo tud o vevaŮ frank gant labour skaŮv

††††††††††† Bezí zo tud o krakvevaŮ gant labour start

Bezí zo tud o reiŮ o foan da vagaŮ tud disoursi

Ha tud o vevaŮ disoursi gant poan ar poanier

††††††††††††††††††††††† Bezí zo darn nío deus morse sav-kein

††††††††††††††††††††††† Bezí zo darn all na blegont morse o cíhein

†††††††††††††††††††††††††††††††††† (La terre est basse !)

††††††††††† Bezí zo tud ívez bemdez ar Sul evito

††††††††††† Bezí zo tud ízo stag sul-ouel-pemdez.

††††††††††††††††††††††† Bezí zo tud ívez gwisket kran

††††††††††††††††††††††† Ha livet o beg ha begoý o bizied

††††††††††††††††††††††† Bezí zo tud ívez gwisket e truilhoý

††††††††††††††††††††††† Roget ha diroget gant an drez hag ar spern

††††††††††††††††††††††† Spinacíhet ha roufennet o cíhrocíhen

††††††††††††††††††††††† Ha rous evel cíhwiled-derv.

††††††††††† Bezí zo tud a vev er gwasked

††††††††††† Ha darn a vev dindan an holl amzer.

††††††††††† Bezí zo darn o deus nerzh ha yecíhed

††††††††††† Bezí zo darn all dinerzh ha gwiridik

††††††††††† Bezí zo tud o deus maner pe gastell

††††††††††† Bezí zo tudigoý nío deus nemet un tiig dirapar

††††††††††† Bezí zo tud a oar komz ha kerzhout

††††††††††† Bezí zo darn nío deus na gras na feson

††††††††††† Evel-se eo lodennet madoý ar Bed-maŮ

††††††††††††††††††††††† Ha hervez darn ned eo ket reizhÖ

††††††††††† ††††††††††††††††††††††† Met eus e lod a skiant

†††††††††††††††††††††††††††††††††† Pep den a vez kontant

††††††††††† Ha meur a hini a soŮj e sekred

††††††††††† En deus bet muiocíh eget e amezeg.

 

12 a viz Eost 1978

 

"""Degas din ar Garantez a dalc'h ar galon en ul leunder a beoc'h"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoý |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioý