Anjela Duval  
Ar vistri

Ar vistri

 

Il est beau d’insulter

Aux bras chargés d’entraves

La voyant sans défense

Ils s’écriaient ces braves.

E Lez-varn hol Lez-vamm

Evel tousegi o vabouzañ

Taolet o deus ar Vistri

O dismegañsoù faeüs

War hor Breudeur yaouank.

Tennet eus Geriadur seven

La Culture Française :

Croquignols, Bécassines, Ribouldingues

Bandes dessinées, Terros, Dynamiteros, etc.

— O Breizh hor mamm wirion

Pegeit eta e c’houzañvot ’vefe graet al lu ganeomp ?

— Krenit. Krenit ’n ho Palezioù er Gêr-veur

            Pep tra ’zeu d’e Eur

            Da neb a oar gortoz

            Ha pep tra ’vez paeet

            Abred pe diwezhat.

            Un deiz e savo a-douez ar Bobl

            Ar Bobl diseblant ha diskiant

            Adkavet ganti ar Gomz hag ar Meiz

Un dourni spontusoc’h eget trompilhoù Jeriko

Ma kouezhas mogerioù kêr gant ar stroñs.

 

Deiz barn an FLB, 1978

 

Gant he zad hag he mamm (1927),
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù