Anjela Duval  
Evit lid ur maen-koun da Yann-Kęl

Evit lid ur maen-koun da Yann-Kęl

 

            A galon hag a spered

            Emaon ganeoc’h mignoned

            Unanet er memes menoz :

            Doujańs ha karantez ar Vro gozh…

            Enor d’an hini en deus roet e Yaouankiz

            E Vuhez evit Stourm-meur ar Frankiz

Da gorf, Yann-Kęl, zo chomet e douar da Vro

Ha da viken da anv ’n hec’h Istor a chomo

Da Vojenn ’vo kontet e korn pep oaled

A rumm da rumm da vugale ar gwir Vretoned

            Trivliań ’ray o c’halonoů

            Ha kerzhout ’raint war da roudoů

                        Lorc’h enno o vout Breizhiz !

Bennozh d’az memor Yann-Kęl

Breizh da salud evel un Haroz

                                    Evel he gwellań mab.

Joa da Anaon an holl stourmerien

                                                E peoc’h Doue…

 

29 a viz Meurzh 1978

 

"""Ar c'hreion du"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů