Anjela Duval  
Petrol an Diaoul

Petrol an Diaoul

 

Aon bras ’m eus

Eus ho mallozh

Laboused drouklazhet

Pesked ha kregin mouget

Bezhin ha felu kontammet

Gant petrol an diaoul

Diaoul an Arc’hant

Arc’hant ar Grokanted

Krokanted hor C’hantved

Kantved ar Spont

Spont an Apokalips.

Laboused ha pesked

Kregin drouklazhet

Traezhennoù kailharet

Aon bras ’m eus evit an dud

An dud-se kiriek eus an torfed

An dud-se o deus graet

Un « doue » eus ar petrol

A zo en em c’hraet

Sujidi d’ar petrol

Ar petrol-se a gas en-dro

Pep tra en ti. Pep tra er-maez.

Ar petrol-se a zegasas

Sklêrijenn d’al lagad

Ha Teñvalded d’an Ene

Nerzh d’an armerzh

Ha gwanded d’an nerzh-kalon

Aon ’m eus evit an dud-se

C’hoantek ha diboell

Didruez ha dirastell

Laboused glan ha divlam

Kregin ha pesked dinoaz

Plantennoù ha loeniganed

Annezidi an dour-sall

Aon ’m eus eus ho mallozh

War ho trouklazherien

Pouezañ ’ray war o askre

Pouez divent ho kelanoù.

 

                27 a viz Meurzh 1978

 

He c'hambr, a dalveze ivez da sal a enor a-wechoù.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù