Ar gazeg kozh
Douce ą lécurie,
Bonne ą lattelage
(Embannadurioł Paysan
Breton)
Skuizhań ra ar gazeg
kozh o vezań re gorvoet. Re
fall-vaget. Re skourjezet.
Skuizhań ra o klevout aliesoch komz eus heiz eget
eus kerch !
Hep morse ur ger prop, na morse ur flouradenn. Nag ur
jestr a anaoudegezh vat evit he servij feal.
Hi ar wellań kazeg ! Dont a ra da fallgaloniń. Sevel a
ra enni kasoni.
Dont a ra da daeriń. Dont a ra da enebiń, da skeiń, da
rual, da dantań.
Re-gaset eo bet. Ha treńket eo he gwad.
« Breizh » eo anv ar gazeg-se
6 a viz Meurzh 1978