Anjela Duval  
Dirak an dismantr…

Dirak an dismantr…

 

            Tadoù-you va c’hendadoù

            Eus gwenva ar Gelted

            Gwelit o tiverañ va daeroù

            War ho labour dismantret

            Nag a boan nag a c’hwezenn

            ’Oa koustet deoc’h ar c’hleuzioù !

            Plantet ’poa koad war o leinoù

            Kloz ha goudor pep tachenn

            Badezet park hag ogell

            ’Vel ma vez graet d’ur bugel.

            Disvadezet int-i bremañ

            N’ez eus mui na park nag ogell

            Na koad, na prad, na lann

            Digor holl d’ar pevar avel !

            — Ha d’an adlodennañ —

            Ur gouelec’h a-raok pell.

            … Drouklazherien an natur

            ’Deus tourtet ar c’hleuzioù

            A, kalonoù dinatur !

            Labour hor Hendadoù

            Kened maezioù ar Gelted

            Pep park ’oa un Neved.

            En o sav war bep kleuz

            Ar gwez ’vel gedourien

            Pa rae ’n avel e reuz

            Ar gwez ’oa o difenn

            Difenn an trevadoù

            Goudor ar chatal mut

            Kanañ ’raent evel ograoù

            Bremañ ’n douar zo mut

Mut al laboused… hag an dud.

 

16 a viz C’hwevrer 1978

 

Anjela da c'hwezek vloaz (1921).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù