Anjela Duval  
Dallentez

Dallentez

 

— Berrweled hoc’h eus tudoù

Mar ned oc’h ket dall-mouek

Ober ’rit eus ho pugale

Tud bouzar ha mut !

— Ne veizit ket ’ta ?

Nann ? Ne veizit ket moarvat

Eo graet da vat o dibab

Gant an intellektualed yaouank :

Warc’hoazh — ha dija hiziv —

Ar Brezhoneg ’vo o yezh.

Yezh ar gêr. Yezh o darempredoù

O bodadegoù. O frezegennoù

O diduamantoù. O yezh

War gement tachenn-studi.

War gement tachenn c’hoari.

Ar c’henwerzh, al labour.

Yezh o spered. Yezh o c’halon

— Hag ho pugale-c’hwi ?

— A gomzo — Ya da — meur a yezh estren

Met estrenien o-unan a vint en o Bro

E-touez o c’henvroiz. Chom ’raint

Bouzar ha mut !…

 

22 a viz Here 1977

 

"Pierre Dubourg evit e film diwar-benn ""Les mystères de la terre"" (1976)"
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù