D’al
Lilienn Peurc’hlan
Hir ha yen ha du an noz : Kerzu.
An Douar o krenań gant ar riv,
En teńvalijenn an dic’hoanag.
Beuzet en e bec’hed abaoe milvedoů
Ha sede en donań un noz goańv
Ul luc’hedenn o tarzhań…
Ur skinenn sklęrijenn o toullań an Oabl,
Hag o tiskenn war ar Bed noazh ha yen,
Da hadań ur c’hreunenn a spi.
Ha sede an Douar e go :
Engehentet eo al Lilienn.
Al
Lilienn Peurc’hlan.
Al Lilienn a dougo, a c’hano, a vago
An
Oan !
Hag e gwad glan an Oan,
’Vezo gwalc’het pec’hed ar Bed.
Hag un Heol nevez a baro
War ar Bed kozh dasprenet.
Ha dougen ’ray un anv
doueel :
Karantez.
8 a viz Kerzu 1963