Avel
Walarn
Dec’h
’oa c’hoazh meur a hini
Evel ur bagadig dridi
E begenn ar wezenn bupli
Avel walarn en deus c’hwezhet
Hag an delioù zo bet
skubet
Unan hepken a zo chomet
Emañ-hi aze o krenañ
O c’hortoz hec’h Eur
diwezhañ
— Marteze o prederiañ :
War be tu eo tonket dezhi kouezhañ !
20 a viz Here 1977