10
a viz Here 1903
Maia, Maia ! Va c’hoarig din-me
Pevarzek vloaz ha tri-ugent hirie
Abaoe m’out nijet d’an Neńv
(Mil nav c’hant tri. An dek a viz Here)
O lezel war da lerc’h war an douar
Tad ha mamm e glac’har
Gwerc’hezig koant leun a
furnez
Bet ’oas e-pad dek bloavezh
Levenez o zi. Heol o Buhez.
Liamm a Garantez.
Esperańs o c’hozhni
Setu bremań goullo o zi !
Nijet ’oa kent un Aelig gwenn-kann
Un nebeud deizioů goude e
vadeziant
Perak ’ta va Doue
E felle deoc’h o bugale ?
Ouzhin-me ne oa keloů
c’hoazh
Ret ’oa bet gedal tost daou vloaz.
Ha pa ziskennis ur beure Ebrel
Bugel ne c’hoarzhe ’us d’am c’havell
Tad ha mamm atav o krenań
Petra ’vo planedenn houmań ?
Bez’ ’vo ivez hini an daou henań ?
Disheńvel eo bet. Ha me kozh bremań
’M eus bepred hiraezh, em digenvez
Dit va c’hoarig Maia !
Dit va breurig Charlez !
An aelez da gresko ho Joaioů
E Baradoz an Aotrou !
Bremań ha da
virviken
Amen
10 a viz Here 1977