Anjela Duval  
D’ar Pont Kozh

D’ar Pont Kozh

 

                        I

Ur c’heloů fall am eus klevet

Ar Pont-Kozh d’ar marv zo barnet

’Vit ober plas d’ur pont beton

Gant ar seurt-se emań an ton

                        II

An artizaned vat gwechall

’Oueze ober labour divrall

Labour solut ha labour vrav

A chome kantvedoů ’n o sav.

                        III

Met te Pont-Kozh Kernoterioů

Te zo ar maout war ar pontoů

Te ha da vreur ar Pont-Maho

Ho poa stourmet ouzh an dourioů

                        IV

Kant vloaz zo ’baoe war-bouez tri bloaz

Beuzet ar Vro gant an dour bras

Ha c’hwi dister ha c’hwi dilorc’h

Stourmet ho poa ouzh an Esorc’h.

                        V

Pa rede al Leger d’ar mor

Leun a gounnar leun a fulor,

Skoilh ebet outań ne harze

Da gement pont lamm a roe.

                        VI

Lanv ar Progrčs zo gwashoc’h

’Get morse ar gwashań esorc’h

An deknokrated kriz, digar

N’eus gante kaoz nemet diskar.

                        VII

Diskar ha goude adsevel

Arc’hant bep tro en o godell

Met ’vit ar re a rank paeań

N’eo ket ur gounid an dra-mań.

                        VIII

C’hwi ’oar, sur-mat teknokrated

Dismantriń kened zo torfed

Poent echu’ da foeltriń hor bro

Pe deoc’h un deiz ker e kousto.

 

26 a viz Mezheven 1977

 

"O welat he falc'h (1968). "" Ul labour gwaz eo. Ret eo din en ober peogwir on ma-unan. """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů