Anjela Duval  
Devezh ar gwez

Devezh ar gwez

 

Kanennoł-meur meurbet kaer

Gwerzennoł skańv-gwenniliel

Luganoł fentuzik pe don-brederiet

Końchennoł tadoł-kozh d’o bugaligoł

Holl hiziv o deus troet en-dro d’ar wezenn

(D’an deiz-mań gouestlet d’ar gwez.)

… Noziń ’rae dija p’eo deut va amezegez :

« Ha bet hoc’h eus sońj da blantań unan ?

— Unan ? Mil marteze, a-hed va bloavezhioł.

— Ya ! Met hiziv pep den e hini.

Me, emezi, ’m eus plantet un Althea ! »

(Na gwenn na du na respontis)

Un Althea ! Unan ! Drouklazhet he deus-hi

Kant ha kant dervenn. Favenn. Kistinenn

Hag all, hag o devet en douflez da dommań

                        Ar c’houmoul ?

Ya. Met plantet he deus un Althea !

Hag e welout a ray fenoz en he hun

Uhel ha sonn, e benn en Oabl

            Sońjit ’ta… Un Althea !

 

16 a viz Ebrel 1977

 

"O welat he falc'h (1968). "" Ul labour gwaz eo. Ret eo din en ober peogwir on ma-unan. """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł