Anjela Duval  
Dekvet ha kant deiz-ha-bloaz

Dekvet ha kant deiz-ha-bloaz !

 

Unnek gwech dek vloaz

Zo bet hiziv Mammig-me

Ur c’hantved ha dek vloaz !

’Oa deut an dekvet babig

’Vel ur vleuñvennig goañv

Abaf ha gwan da Chandelour

Da greskiñ boked va zud-kozh.

… Ar c’havell a ouie e vicher

An nav all ’oa bet fiziet ennañ

(Ha marteze meur a rummad kent)

… Mibin ha dilu, ar babig nevez

’Oa deut dezhañ prim

Ar gomz hag ar c’herzhed

… Siwazh : Lezenn Bro-C’hall a c’hourc’hemenne

Ret ’oa bet plantañ dit, babig

Ez korfig gwenn, glan ha tener

Ar c’hontamm dañjerus.

Ha setu te seizet evit mizioù ha mizioù

Nep van na seblant ouzh netra

Difiñv, disliv. Boued un Evn

A ’oa a-walc’h d’ez magañ

Glac’har ’oa e kalon da dud

Aeledigoù all ’oa nijet dija

Eus ar c’havell kozh.

Hogen an Tiegezh kristen holl a-gevred

A bede gant fiziañs, dibaouez

E galloud an Neñv.

Ha setu un deiz arouezioù ar yec’hed

O tont goustad en-dro :

Ar c’hoant mont da heul ar re all

Ar c’hoant gwelout ar maez.

Klevout trouz da ziv votezig

O pilpasañ war al leur

Santout flouradenn an aezhenn

Hag an Heol benniget.

… Bresk avat eo bet chomet

Da Yec’hed a-hed da amzer

Met ar c’hrennlavar zo gwir marteze :

N’ez eus a vuhez hir

Nemet evit ar re a c’houzañv !

Gouzañvet ac’h eus, Mammig,

Gant pasianted kristen.

Betek da varv kaer

Lec’h am eus da grediñ

Emaout evurus en da repoz peurbadel

Ha pa vo deut va zro Mammig

Pa vo deut va Eur

Te ’astenno din da zorn madelezhus !

            Joa d’an Anaon

                                                           Amen

 

4 a viz C’hwevrer 1977

 

 

War-dro ar saout.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù