Anjela Duval  
E koun Sisil

E koun Sisil

 

Warc’hoazh da Ouel, mignonez

N’az ankounac’hain morse.

Ur rezon nevez da soñjal ennout :

Adkavet ’m eus da zremm

War dremm yaouank da c’hourniz

An hevelep furm, an hevelep liv

Da vizaj gwenn-laezh hirvoan

Da zaoulagad du o selloù berv

Da dal uhel da vlev kazugel.

Zoken da vouezh — un derez izeloc’h —

Lentoc’h un nebeud. Yannig zo yaouank.

            … Un neudenn gevrinus am stag outañ :

            Da Eñvor Sisil.

            Marteze da Ene adenkorfet ?

 

21 a viz Du 1976

 

 

"Pierre Dubourg evit e film diwar-benn ""Les mystères de la terre"" (1976)"
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù