Anjela Duval  
D’ur C’henvroad : R

D’ur C’henvroad : R. L.

 

Petra ’ta ’rae al laboused,

E nozvezhioů hir ar goańv ?

— Sevel tonioů ’vit an Evned

Da ganań dimp d’an Nevez-hańv.

Tra souezhus ! Da Laouenan

O deus desket ivez skrivań…

Krog eo d’ober barzhonegoů

Ken koant ha Laouenanigoů !

— Kan ’ta, Laouenan Bro-Dreger,

Evel da vreur an Alc’houeder,

Da gan a sav dous hag eston.

War delenn da Laouenanez,

War vuzelloů da Rouanez,

Ez-laouen e skiltro da son.

 

                                   Ur genvroadez

8 a viz Ebrel 1963

 

"""Un dremm roufennet sklęrijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů