Akt
a Ginnig
Tad pinvidik ! Mestr ar Bed-holl, petra kinnig
deoc’h-c’hwi, p’eo c’hwi perc’henn an holl vadoù ?
Gwir eo, pa soñjan, n’eus paour ebet a gement n’eo ket
gouest da reiñ, ha n’eus pinvidig ebet ha ne vefe ket gouest da resev.
Boas emeur da ginnig deoc’h, o va Doue, an holl
boanioù a gorf hag a spered : kleñved, gloaz, trubuilh, kañv…
Daoust hag-eñ ne vefe ket plijusoc’h evidoc’h degemer
kinnig hor
levenez ?
Barr-leun e tle bezañ an Neñv gant ar sammoù-se a boan
hag a c’hlac’har kinniget a-hed an deiz gant an dud reuzeudik ;
Va Doue ! me ’ro deoc’h
va foan, emezomp… Me ’oar mat penaos ar boan he deus un dalvoudegezh vras en
hoc’h arboellerezh. Moarvat an daeroù-se kinniget deoc’h a zo mein prizius.
Met daoust ha ne vefe ket
c’hoazh koantoc’h brageriz : strinkadenn ur c’hoarzh ? youc’hadenn un estlamm ?
kanenn ur galon c’hlan ? un dremm seder atav mousc’hoarzhus ?
Va Doue ! me ’ginnig
deoc’h kement barr-levenez a ra d’am c’halon
tridal, pe a valzam va
goulioù kuzhetañ. Me o c’hinnig deoc’h
evel ur vogedenn ezañs…
18 a viz Ebrel 1964