Anjela Duval  
Deus d’ober ur bale

Deus d’ober ur bale

 

                        I

Deus va c’hi-me

Deus d’ober ur bale

P’eo ken dous an amzer

Deomp da vord ar rinier

Klev ! Du-hont ’us d’an dour

An Eostig o kanañ flour

Deus va c’hi-me

Deus d’ober ur bale.

                        II

            Deus Kubele

            Deus d’ober ur bale

            War da gein tro-ha-tro

            Paotredigoù va Bro

            Te ’ra pazioù voulouz

            Ha da drot a zo ken dous

            Deus Kubele

            Deus d’ober ur bale.

                        III

Deut bugale

Deut d’ober ur bale

Un dudi eo pourmen

’Hed pradoù an draonienn

Klevit al laboused !

An adan hag ar skrilhed

Deut bugale

Deut d’ober ur bale

 

[1976]

 

 

Start eo ar foenn da sachañ !
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù