Anjela Duval  
E koun ur merzher

E koun ur merzher

 

Lod a ro o Buhez berad ha berad

Elfenn goude elfenn evit o Bro…

Brokus out-te bet Yann-Kęl

Roet ac’h eus holl war un dro

Da wad tomm-berv. Flamm da Yaouankiz

Nerzh da Garantez ha da Uhelvennad

Da gevarc’hiń a ran Merzher Kristen

Kouezhet war an dachenn evit ar Pal uhelań

— Halegenn yaouank savet e-tal ar Feunteun

An dour a Vuhez-se skuilhet evit ar Vro

A raio un Nerzh nevez da Vreizh

— N’out ket marv Yann-Kęl, met bev da viken

E kalon pep Brogarour a rummad da rummad

            Joa d’az Ene e Gwenved ar Gelted

            Hag Enor ha Doujańs d’az Eńvor

                        Bepred ha da Viken

                                                           Amen

 

28 a viz Here 1976

 

 

"""Ya, ober 'ran gwerzennoů. Met ne blij tamm ket din bezań anvet barzh!"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů