Anjela Duval  
Allo

Allo !…

Ar vouezh-se. Da hini !

 

A, gloaz un devezh goullo

E goullonder va Empenn

A, gloaz un Empenn goullo

E goullonder un devezh.

Netra da zedenn va spered

N’eus Kened gant netra !

A, an daou c’her-se. Goullo ? Netra ?

— Poent ’n em zifretañ Anjela.

’N em zispac’hañ, fuloriñ. Forzh petra…

… A, sell ’ta : ar pellgomz o son, div wech,

Allo. Ya. Piv zo e penn all ?

Allo, me Bertina… O. Bennizion ! ! !

Ar vouezh-se o tont eus ar goullo

O leuniañ trumm ar goullo

O tegas d’he heul amzerioù aet e-biou.

Hor bugaleaj, hor Yaouankiz evurus

En-dro d’al Leger. Ar pradoù. Ar vilin.

Hon ebatoù, hor c’hoarzhoù sklintin

D’an oad-se disoursi.

Pa raemp-ni forzh eus a netra.

A, burzhud ar gwagennoù

Ar goullo zo bremañ Leunder

Ha kenedus eo pep tra…

 

Lannuon, Gwengolo 1976

 

Gant Maria Prat hag an Dregeriz (1972)
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù