Anjela Duval  
Dre ar Prenestr

Dre ar Prenestr

 

A, ur c’hi ! Ur c’hi am eus gwelet

’M eus gwelet eus va gwele

Loen all ebet abaoe eizhtez

Nemet ur gelienenn

Ur gelienenn abaf war vordig an tas.

Perak eo azezet ar c’hi e-kreiz an hent ?

Dirak va frenestr

Hag aet adarre war-lerc’h e vestr

Daoust ha pellsanterezh o deus ar chas ?

Daoust hag e oueze hemań

Am boa lezet du-hont er gęr

Pevar gi feal, div vamm ha daou labous-ki :

« Brennos » ha « Gwenn-ha-Du »

Bugale « Stur » ha « Fionn » ?

Trugarez dit, Ki, da vout graet

Ur sell trema din…

 

Er c’hlańvdi, 10 a viz Gwengolo 1976

 

Start eo ar foenn da sachań !
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů