Anjela Duval  
Dieub

Dieub ?

 

Ur c’hi kailharet ha skoelf a dreuz ar porzh o stlejań d’e heul

arouezioů e sklavelezh : ur c’holier hag ur pennad stagelenn.

Ki dońv, kousker ha liper-botoů

Evit ’n em ziduiń eo e krignez

Da stagellenn ganab ?

Betek he zroc’hań !

Daoust hag un dra bennak

A glaskez kemmań ez Puhez-ki ?

Daoust ha te ’ouezfe an implij

Eus ar Frankiz ?

N’eo ket gant an den, ki paour

E c’hellfes dont d’ar skol !!!

Marteze eo te ki a rafe skol dezhań…

Piv ’oar ?

 

21 a viz Meurzh 1976

 

Loened ar feurm.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů