Anjela Duval  
Eured Phyllis ha Christofer

Eured Phyllis ha Christofer

 

’Hed an deiz ’m eus sońjet ennout Phyllis !

Hanternoz eo ha bepred emań va spered ganit

Pell out ouzhin, hogen ken stok,

Penaos out gwisket ? Penaos out koefet ?

Penaos eo gwisket da bried yaouank ?

Da vreudeur ? Da dad ? Da vamm

Ar Mammoł hag an Tadoł kozh ?

D’an Eur-mań sonerezh hud ar violońsoł

E sal-veur Astoria Hotel

Koroll. Koroll bleuńv seiz ha perlez.

Diamantoł o lintrań war vruchedoł noazh

Dindan sklźrijenn ar c’hleuzeurioł strink

Mousc’hoarzhoł flour. Komzoł melus

Hiboudet izel tost d’ar skouarn

Frondoł soutil ha gwin trellus

Promesaoł berrbadel, berrboell.

Dorn satin un dimezell stardet seven

E dorn gwenn un aotrouig.

Ha warc’hoazh ar Vuhez pemdeziek

Un hent hir o tigeriń d’ho Tiegezh nevez

Hent ar Vuhez, bemdez disheńvel.

Hiziv bali rozennek. Gwenodenn spernek

Arc’hoazh. Pe milendall zoken.

Padal an eil o tougen samm egile

Ha Plant yaouank o c’henel

Hag o sevel en ho liorzh

            Mar plij gant Doue !

Ha daoust ha bet en deus hini pe hini

Ur Bedenn d’an Neńv evidoc’h hiziv ?

E-kreiz lorc’h ha Levenez ar Banked ?

Bennozh Doue war hoc’h Eured mignonez !

Bennozh ar Paour a zoug Eurvad

            Hervez lavar an Dud !

 

14 a viz C’hwevrer 1976

 

"""Ya, ober 'ran gwerzennoł. Met ne blij tamm ket din bezań anvet barzh!"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł