Anjela Duval  
Drak da skeudenn

Drak da skeudenn

 

Da Viviana Caouissin

††††††††††††††††††††††† Noz Gouel Chandelour eo

†††††††††††††††††††††††††††††††††† Gouel ar Goulaou.

A-hed an deiz ím eus soŮjet ennout.

Na soŮj acíh eus, Viviana eus va zi paour ?

††††††††††† Emaon azezet fenoz amaŮ

íLecíh ma oas azezet píout deut díam zi

Ar memes tan en oaled, sioul pep tra

Nemet an orolaj o vuzuliaŮ an amzer.

Ö Bloavezhioý zo tremenet abaoe

Gant o samm a breder, gant o fouez a enkrez

A striv hag a stourm evit ar Vuhez

Ha Buhez hor Bro. Buhez ar Ouenn.

Ö Ponner eo bet da groaz Viviana

Ha teŮval da Hent er Bed-maŮ.

Hentoý don ha strizh ar Gelted :

Kildroennek ha skosellek, treuzet alies

Gant drez ha spern o drein garo.

Padal o tiboukaŮ war ur blaenenn cíhlas

Marellet a vleuŮv gwelevus

O lintraŮ dindan an Heol

Pe war ur parkad Ed-bara

O wagenniŮ en aezhenn flour Gouhere

ó A ! Lavar dimp, Viviana, bleuŮvenn Keltia

E vleuniez bremaŮ da viken

E liorzh-hud TŪr na n”g.

ó Lavar dimp acíh eus kavet

E penn da Hent don

Ar sklÍrijenn-se hircíhortozet

An Heol a Garantez-se ma huanade dezhaŮ

Da Galon dan. Da Ene naoniek

A ! Lavar dimp acíh eus kavet Du-hont

††††††††††† Hon Harozed hag hor Sent

††††††††††††††††††††††† Hon merzher Brogarour ar beleg santel

†††††††††††††††††††††††††††††††††† Marvet evit Breizh

Hag an holl re all kouezhet

††††††††††† Evit ma vevo Keltia evel Pobl.

††††††††††††††††††††††† A-dreuz ar Cíhantvedoý.

Lavar dimp acíh eus kavet aze

Hor Hendadoý o deus difraostet an Arvor

Hag ar re o deus graet hecíh Istor

O deus komzet ha kanet ar yezh

EmaŮ enni Ijin ha Spered ar Ouenn.

Hon Dukez vat, míout ken heŮvel outi

Nevenoe, Arzhur, Alan, Morvan

Kadoudal, hag holl servijerien Keltia

Aet díober o Feocíh dirak Doue.

Ö Viviana. Viviana. BleuŮvenn cíhlas tener

Níankounacíha ket da Vro. Hor Bro.

Ped Doue ar SklÍrijenn hag an Nerzh

††††††††††† Da ziskouez Hent an Trecíh

Díar re a Gendalcíh gant ar Stourmad

††††††††††† Ha bez e Peocíh ar Wenvidigezh

†††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††† Da viken.

†††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††††† Amen.

 

Gouel Chandelour 1976

 

"""Un dremm roufennet sklÍrijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoý |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioý