Anjela Duval  
Bravig bev

Bravig bev

 

Un drouz espar er siminal…

Skrijañ ’ran… Selaou ’ran, dianal…

… An drouz a dav.

Hag a-nevez a sav.

Ur voubou iskis, a greñva.

A dosta ! ?

            Hag e tiskenn… Ur wennilienn,

            A dremen ’rez va fenn,

            Hag am spont. Hi ivez zo spontet

            D’ar prenestr a nij : pennfollet

            ’N em luziañ ’ra er stign.

Ar c’hazh du a zilamm hag a bign.

Lemm e sell, taer e bav

’Vel atav

Pa gav preizh.

— Chat ’ta te. Diwall bleiz !…

Lezel ’ri al labousig ?

            Deus em dorn-me va Evnig,

            Me ne rin dit nep gloaz…

            Pegen dous ! Nann biskoazh

            Va dorn en deus flouret

            Bizoù ken flour-all er Bed.

— Mantellet out e satin du.

War da zindanioù liv-ludu.

A ! da zivaskell hirvoan !

Ha da lost-stur e div-rann :

Gant dassked ar ganevedenn.

Da lagadoù : div berlezenn !…

            Va labousig, te a daskren,

            Hag ez selloù a zo anken,

            O spisañ an nor digor.

            An nor ! Digor war al lijor

Met ’lavar din, mignonez,

Ha bez ’vefes ur gannadez ?

Deut da gemenn din Eurvad ?

Labousig a geloù mat ?

Dal ur pok neuze ’vit da goantiz

Ha da heul : alc’houez ar Frankiz.

            Ya, kerzh, ha lavar d’az c’hoarezed,

            E kaver c’hoazh dre ar Bed

            Kalonoù blizidik

            O vevañ didro ha sioulik

            (Graet ’vez outo goap).

            War dreuzoù an nor

            Va dorn me ’zigor,

            Nijet out a-denn-askell

            D’az tomani aerel,

                        Bravig bev en Oabl.

 

20 a viz Mezheven 1963

 

"""Va chas paour"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù