Anjela Duval  
Darkness and Silence

Darkness and Silence

 

Va oabl zo teñval hiviziken

Rak kollet eo va zeir steredenn.

Piv va heñcho en deñvalijenn ?

Ar gaerañ zo teuzet er goabrenn

Eben a zo kouezhet el lagenn

An deirvet zo beuzet en anken

An noz war va Ene. Ken teñval ken yen

Pe eo deiz ? Pe eo noz ? N’ouzon mui zoken

Em c’halon ur c’hleze. Ur bir em empenn.

Aotrou Tad ar sklêrijenn, ha Roue ar Spi

Ro din nerzh da c’houzañv, ro din nerzh da bediñ

’M eus netra d’am frealz. Netra ’met teod ar c’hi

 

13 a viz Mae 1975

 

Gant he maeronez (a oa 91 bloaz d'ar c'houlz-se).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù