Anken
Follennig, mignonez feal
Disammet ’m eus alies
Va c’halon war da hini
Met fenoz ?… Nann fenoz !
Na ger, na daerenn na tarzh.
Skoulmet eo va c’halon
’Kreiz ur bakadenn orjal drein
Disec’het feunteun va
daeroù
Beuzet ’n ur voredenn loskus
Evel avel ar Gouelec’h.
Krommet on dindan ar
bec’h
An tan marv el ludu
Va soñjoù ken du. Ken du !
Dianket va steredenn
E viloni ar c’houmoul
louet
Va fulor zoken trec’het
Troet en anken, e rec’h
A belec’h e teuy ur frealz ?
A belec’h e teuy ar spi ?
… An Neñv n’am respont mui…
26 a viz C’hwevrer 1975