Anjela Duval  
Dirak ur wezenn

Dirak ur wezenn

 

An enoe-se ! a glemm ar Barzh

Pa ’n em gavan penn-ouzh-penn

Gant ur wezenn

Dre n’ouzon ket penaos komz outi !

Komz outi, Barzh ?

A-walc’h dit gouzout selaou

ar wezenn o komz.

Hi ’oar kement keloù. Kement kevrin

A red ar Bed

P’int-i degaset dezhi bemdez

Gant ar Pevar-Avel !

 

Meurzh al Lard 1975

 

War-dro ar saout.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù