Anjela Duval  
Bleuñv Gouel an Hollsent

Bleuñv Gouel an Hollsent

 

Bep bloaz e teuan, va zud ker

            Rekis bep bloaz

Gant ur vrec’hiad bleunioù dister

Savet e liorzh ar gêr

Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh

            Rekis bep bloaz.

Gant ar goañv garv, va zud ker

            Eo ’vit ar bloaz

Holl marvet bleuñv liorzh ar gêr

’Van mui ur vleuñvenn dister

Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh

            Evel bep bloaz.

Bepred e teuin, va zud ker

            Evel bep bloaz

Me ’breno ’ti al liorzher

Ur vrec’hiad bleunioù dister

Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh

            Evel bep bloaz.

Ha c’hwi ’soñjo c’hoazh, va zud ker

            ’Vo ’vel bep bloaz

Va bleunioù dilorc’h ha dister

Kuntuilhet e liorzh ar gêr

Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh

            Evel bep bloaz.

 

16 a viz Here 1963

 

 

Gant he maeronez (a oa 91 bloaz d'ar c'houlz-se).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù