Anjela Duval  
Fousou

Fousou

(Maronad)

 

Da selloù ken doaniet

Paret war va re

A seblant ur bedenn

A ! Nag ’m eus truez ouzhit.

Ha ma vije bet em galloud

Frealziñ dit da boan

A, ma vijen bet Pareour !

Eus a betra out kablus ’ta

Ki paour ? Peseurt dle eta

Ac’h eus da baeañ, loenig mat

P’eo ret dit gouzañv kement

Kent rentañ da dammig buhez ?

Daoust ha kontet zo dit evel pec’hed

An nebeud vioù-se paket ganit e kuzh

D’ar mareoù ma vages chas bihan ?

Daoust hag e vefe ganit un Ene da salviñ ?

Ha setu te kollet bremañ Fousou.

Pelec’h ’ta out tec’het, te ken gwan ?

Pelec’h out ’n em guzhet da vervel

Evel da vreudeur gouez er c’hoadoù…

Tri deiz hon eus da glasket

Da c’halvet a-bouez da anv

Gant ur vouezh ankeniet

            Respont ebet… A ! Kavout da gorf !

Da gorfig paour kastizet gant hirgleñved

Da gelan a chomo eta da wennañ

            Dindan an Heol-loar ?

Pelec’h out ’ta Fousou ?

            Fousou ! Va Fousou mat !

 

9 a viz Gwengolo 1974

 

""" Bro va c'havell """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù