Anjela Duval  
Er-maez

Er-maez !

 

Cosi fan tutte ?

Er-maez !

Ya er-maez, cíhwi !

Ne fell ket din,

Ne cíhouzaŮvin morse

íVefe dismegaŮset em zi

Va Breudeur a boan :

Servijerien an Douar

Douar santel va Bro

Hor Bro. Hon Mamm-Vro !

Va Breudeur Peizanted.

Nann ne cíhouzaŮvin morse

ó Hep rebarbiŮ ó

íVefe nacíhet oute

Ar gwir da zifenn o bara.

Ö Tud didalvez emezocíh

Tud diseven a lavarit

Tud disoursi ó a gred deocíh ?

Ne reont mui netra

Nemet pourmen war o zraktor

Pe ín o cíharr-tan.

Hag all, hag all, hag all

Ha plip plap plap !

Er-maez an droukpregerien

Er-maez kÍriz lorcíhus

Enebourien touet an hini ho mag

Ha níhocíh eus evitaŮ nemet dispriz

Cíhwi ken du ho kalon

Dindan ho mantilli gwenn kran

Cíhwi ken goullo ho kalon

A bep truez kristen

Dindan ar groaz aour fin

A dougit war ho peultrin

Er-maez ! Ya, mestr on em zi

War-lercíh Doue.

Hag em zi me ífell din

íVefe doujet va breudeur a boan :

††††††††††† Ar Beizanted.

 

††††††††††††††† 3 a viz Eost 1974

 

Anjela da c'hwezek vloaz (1921).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoý |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioý