Anjela Duval  
Dirak va skeudenn

Dirak va skeudenn

 

’Vel ’toug an « Ecce Homo »

’Vel ’toug an Doue-den

War e zremm gwask ar marv

Ha dameuc’h e Anken.

War va dremm kozh skarnilet

’Lenner poanioù va Bro

Va Breizh-din trevadennet

O stourm ouzh ar marv.

N’eus ’met Doue Hollc’halloud

Ha va foanioù garv

N’o deus siwazh nep galloud

Da zasorc’hiñ va Bro.

Hogen va Breizh a garan

Outi am eus Truez

Pa n’hellan he redimañ

Gant va foan, va Buhez

Dindan va samm on bec’hiet

Ha va nerzh o steuziñ

Va c’henvroiz zo kousket

Hag hor Bro o veuziñ…

O veuziñ er mor galleg…

Torfed grevus ur vamm :

D’he bugel nac’h Brezhoneg.

      Ar Bobl na fura tamm —

 

22 a viz Meurzh 1974

 

""" Va zi bihan """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù