Anjela Duval  
Bisigoù haleg

Bisigoù haleg

 

Bisigoù gwenn an halegenn

O tishilhañ gant an aezhenn…

Erc’h dumek o nijal skañv

Dreist ar prad. Dreist ar porzh.

’Us d’an ti. El liorzh.

Skañvoc’h eget erc’h goañv

            Malzennoù gwenn

            O tiskenn

Goustad, a-led war an douar

Ur gwiskad tanav erc’h klouar :

            Pok Mezheven

            D’ar Glenn.

 

29 a viz Mezheven 1963

 

Gant an Aotrou Klerg, person Bulien, kuzulier ha mignon Anjela.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù