Anjela Duval  
Hirnez

Hirnez

 

An hini a garan

Zo du-hont er c’hlañvdi

Noz-ha-deiz o c’houzañv

Ha me pell diouti

Met va spered a red

Ken prim hag ar wagenn

Enni ’soñjan bepred

Va c’halon en Anken.

Pegoulz e teuy en-dro

An hini a garan

Dambrest bleunioù va Bro

A vo en o c’haerañ

Roz-kamm bokidi-laezh

Melion o lagad glas

Un deiz gant Levenez

Ni o c’huntuilho c’hoazh.

Te koulmig kerzh bremañ

Prim ’trezek ar c’hlañvdi

D’an hini a garan

Te ’ray va c’hefridi

Dezhi te ’lavaro

E pedan sant Herve

Ma teuio prim en-dro

Hi laouen ha pare.

Gant an hini ’garan

Neuze ez in ’darre

Da serriñ fleur an hañv.

Spern-gwenn frondus ar c’hae

Melion an hentoù don

Ma kan al laboused

Levenez ’n hor c’halon

Dirak kened ar Bed.

 

3 a viz Meurzh 1974

 

"""Degas din ar Garantez a dalc'h ar galon en ul leunder a beoc'h"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù