Anjela Duval  
Chomit en ho Pro

Chomit en ho Pro !

 

Selaouit mat yaouankizoù

Ha c’hwi dreist-holl tud ar maezioù

Ar son-mañ ’vidoc’h kompozet

Gant komzoù kalet eo savet.

’Mañ tud ar c’hêrioù ’tont a-leizh

Da glask aer vat e maezioù Breizh

Breizhiz c’hwi zo diskiantet

’Vont e kêr da goll ho yec’hed.

Rak o klask gounit arc’hant bras

’Kollit un teñzor brasoc’h c’hoazh

Yec’hed ar c’horf hag an Ene

Ha sevenadur ho lignez.

’Lec’h ober « grève » e porzh ar skol

P’emañ douar Breizh en argoll

Paotred ’vefe gwelloc’h ho stad

O labourat e park ho tad.

Muzelloù ruz, ivinoù roz

Merc’hed berrboell ha berr ho prozh

C’hwi ’ra fae war ar peizant

Ma rank chom e-un’ da gozhañ.

Gwell eo ganeoc’h ur c’hrak-aotrou

Foet-boutig, liper chopinoù

Chaker babouz, skraber-paper

Forzh petra gant na vo ket kouer

Un deiz koulskoude marteze

En em gavo ganeoc’h kerse

Pa vo aet Breizh gant an Estren

Ha Breizhiz da servijerien.

Merc’hed yaouank ’vel ho mammoù

Chomit da labourat en ho Pro

Gant ur peizant kalon aour

Yac’h ha nerzhus ne viot ket paour

Savit ho penn peizanted

Ganeoc’h ar Bed a zo maget

N’eus nag aotrou na micherour

’C’hellfe tremen hep ho labour

Ha sonn he fenn evel gwechall

Breizh e-touez an holl vroioù all

Breizh ’vo pinvidik a-nevez

Yaouankiz zo pinvidigezh

 

Chandelour 1974

 

Loened ar feurm.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù